Eil komzourez ofisiel eo Morwenn Le Normand (Foto Bruno Perrel)
Le Télégramme, 28 mars 2024 gant Julien Meffre
Brudet evel kanourez er festoù noz eo Morwenn Le Normand. Ur pennadig ‘ zo h eo krog gant ur vicher nevez : komzourez FC an Oriant. Pennad-kaoz ganti.
Penaos eo kroget an afer ?
Me ‘ oe o labourat aveit Frañs 3, ‘ pad Festival etrekeltiek. Ur c’henstrivadeg bagadoù ‘ oe er Moustouer. Graet ‘ m eus un atersadenn gant Samuel Lothore, ar paotr e-karg eus an darvoudoù hag eus an darempredoù get ar suporterien. Just àr-lec’h m’eus lâret dezhañ : alies ‘ ganan aveit Roazhon ha me zo plac’h ag An Oriant. a-raok pep krogad. Ar c’hrogad kentañ ‘ oe an derby An Oriant – Gwengamp e L2. E-pad daou vlez ‘ m eus kanet e a-raok pep krogad. E penn kentañ eo bet goulennet ganin kaniñ himn FC an Oriant, kompozet gant Soldat Louis. ‘ Moa ket c’hoant gober. Goulennet m’eus kaniñ ar Bro Gozh peogwir moa c’hoant gober e brezhoneg. Abaoe daou vlez on bet lakaet da eil komzourez.
(….)
Penaos e rez evit lakaat ar Stad da ganañ asambles ganit ?
E penn kentañ ne gane ket an dud tamm erbet. Tamm ha tamm ez eo deuet aesoc’h : lakaet o deus pozioù ar Bro Gozh ouzh ar skrammoù. Ur gentelig war ar brezhoneg ‘ ran ivez : warlene o doa desket an dud penaos lavaret pesked. Hag ar blez-mañ ‘ lakan an dud da gontañ betek tri e brezhoneg. Traoù munut mes pouezus evit ar brezhoneg ha tamm ha tamm e klevan muioc’h an dud o kaniñ !
(….)
NB gant Poellgor ar Vro Gozh
E gwirionez, an abadenn-kaoz da-geñver Kampionad ar Bagadoù a oa diwar-benn Karta Derbioù Breizh bet sinet d’an 29 a viz Gouere a-raok. War-lerc’h an abadenn-mañ e oa bet lavaret dimp gant Morwenn e c’halle kanañ ar Bro Gozh. Poellgor ar Vro Gozh en deus kinniget e vefe kanet Bro Gozh gant Morwenn, da-geñver an derbi breizhek kentañ aozet da-geñver ar garta, An Oriant – Gwengamp, ambrouget gant Laz-seniñ Pomperien ar Mor-Bihan. Berzh en doa graet ha bremañ e vez kanet ar « Bro Gozh » gant Morwenn, n’eo ket hepken e-pad an derbioù, met ivez evit holl grogad KM an Oriant er Voustoer.