Poellgor Bro Gozh ma Zadoù a zo ur gevredigezh a zo he c’hefridi skignañ ha kas war-raok brud Kan broadel Breizh. Evit hen ober e vez aozet gant ar Poellgor darvoudoù a zo o fal lakaat da labourat a-gevret strolladoù sonerezh a-bep seurt (lazoù-kanañ, lazoù-seniñ, bagadoù…) a oar ober gant ar c’han-broadel-mañ.
Brudetoc’h-brudetañ eo hiriv ar ganenn Bro Gozh ma Zadoù e-touez ar vretoned, a-drugarez peurgetket d’ar c’hrogadoù sport. Daoust dezhañ bezañ kanet alies a-walc’h gant lazoù-kanañ Breizh, birvidik tre an holl anezho, n’eo ket Kan-broadel Breizh kanet ken alies hag hini Bro Gembre. Eno ez eo ul lodenn ret eus pep lid ha pep degouezh… Kenurzhiañ a ra ar Poellgor darvoudoù evit e lakaat da vezañ anavezetoc’h ha kanet da vare pep degouezh a-bouez e Breizh.
Ezel oc’h eus ul laz-kanañ, ul laz-seniñ? Entanet oc’h gant ar sonerezh ha gant Breizh? Deuit da labourat ganeomp !
Chomlec’h : Poellgor Bro Gozh ma Zadoù, 32 straed François Le Levé 56100 An Oriant
Pellgomz : 02 97 64 12 76
Postel: gouelarbrogozh@aliceadsl.fr