Bro Gozh: Morwenn Le Normand, war dachenn Ar Voustouer

Eil komzourez ofisiel eo Morwenn Le Normand (Foto Bruno Perrel)

Le Télégramme, 28 mars 2024 gant Julien Meffre

Brudet evel kanourez er festoù noz eo Morwenn Le Normand. Ur pennadig ‘ zo h eo krog gant ur vicher nevez : komzourez FC an Oriant. Pennad-kaoz ganti.

Penaos eo kroget an afer ?

Me ‘ oe o labourat aveit Frañs 3, ‘ pad Festival etrekeltiek. Ur c’henstrivadeg bagadoù ‘ oe er Moustouer. Graet ‘ m eus un atersadenn gant Samuel Lothore, ar paotr e-karg eus an darvoudoù hag eus an darempredoù get ar suporterien. Just àr-lec’h m’eus lâret dezhañ : alies ‘ ganan aveit Roazhon ha me zo plac’h ag An Oriant. a-raok pep krogad. Ar c’hrogad kentañ ‘ oe an derby An Oriant – Gwengamp e L2. E-pad daou vlez ‘ m eus kanet e a-raok pep krogad. E penn kentañ eo bet goulennet ganin kaniñ himn FC an Oriant, kompozet gant Soldat Louis. ‘ Moa ket c’hoant gober. Goulennet m’eus kaniñ ar Bro Gozh peogwir moa c’hoant gober e brezhoneg. Abaoe daou vlez on bet lakaet da eil komzourez.

(….)

Penaos e rez evit lakaat ar Stad da ganañ asambles ganit ?

E penn kentañ ne gane ket an dud tamm erbet. Tamm ha tamm ez eo deuet aesoc’h : lakaet o deus pozioù ar Bro Gozh ouzh ar skrammoù. Ur gentelig war ar brezhoneg ‘ ran ivez : warlene o doa desket an dud penaos lavaret pesked. Hag ar blez-mañ ‘ lakan an dud da gontañ betek tri e brezhoneg. Traoù munut mes pouezus evit ar brezhoneg ha tamm ha tamm e klevan muioc’h an dud o kaniñ !

(….)

NB gant Poellgor ar Vro Gozh

E gwirionez, an abadenn-kaoz da-geñver Kampionad ar Bagadoù a oa diwar-benn Karta Derbioù Breizh bet sinet d’an 29 a viz Gouere a-raok. War-lerc’h an abadenn-mañ e oa bet lavaret dimp gant Morwenn e c’halle kanañ ar Bro Gozh. Poellgor ar Vro Gozh en deus kinniget e vefe kanet Bro Gozh gant Morwenn, da-geñver an derbi breizhek kentañ aozet da-geñver ar garta, An Oriant – Gwengamp, ambrouget gant Laz-seniñ Pomperien ar Mor-Bihan. Berzh en doa graet ha bremañ e vez kanet ar « Bro Gozh » gant Morwenn, n’eo ket hepken e-pad an derbioù, met ivez evit holl grogad KM an Oriant er Voustoer.

Laisser un commentaire