Radio Bro Gwened: Ar priz « Bro Gozh » da RC Gwened

Radio Breizh, 26/09/2017

Pennad-komz kaset da benn gant Yaëlle Le Mouël.

Waet eo ar priz Bro Gozh d’ar Rugby Club Gwened.
Digwener eo bet graet ar lid en ofisiel e-raok ar c’hrogad enep klub Biarritz. Setu un doere da inouriñ ar strivoù graet get ar c’hlub da lakaat ar c’han Bro Gozh ma zadoù hag ar brezhoneg àr-wel. Implijet e vez ar brezhoneg er c’houlzadoù da vrudiñ ar c’hlub pe da gomz ag ar steuñv c’hoari get ar gourdoner pe an c’hoarierion dre skwer. Hag e-raok pep krogad e stad La Rabine e vez ingalet folennoù d’an dud get komzoù ar bro gozh.

Digwener e oant 9000 er stad é soniñ a-gevred. Ur feson da dizhout ur bochad tud hrevez izili ar c’homite Bro Gozh. Gouiamp pelloc’h get Lena Louarn, eil prezidantez ar rannvro, he deus roet ar priz d’ar c’hlub digwener. Ur reportaj get Yaelle ar Mouel.

Trec’h eo bet RC Gwened digwener enep Biarritz. 22-16. Un taol-kaer get ar Wenediz c’hoazh hag a zo bremañ 7vet doc’h ar c’hlasamant.

Klikit war ar skeudenn:

Publicités

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s