Roazhon-An Oriant : Kanet e vo Bro Gozh Ma Zadoù a-raok ar c’hrogad

YouennGuillanton3

France Bleu Breizh Izel, 8 janvier 2016

gant Tudi Crequer

Goulennet e oa bet digant ar c’haner Youenn Guillanton kanañ kan broadel Breizh a-raok ar c’hrogad melldroad etre Roazhon hag An Oriant. « Loc’h a zo ennon », emezañ.

« Klasket e veze war-lec’h tud. Gwir eo, em eus bet graet un neubeut traoù er mare-mañ, e-giz ar festival Yaouank, en un abadenn war France Bleu Breizh Izel er Maezioù Frank e Roazhon pe c’hoazh un abadenn m’oa bet graet ivez en tele. Setu em boa un toullad traoù aze hag o deus lakaet tud zo da soñjal e vijen barrek da ganañ a-raok ar match-se. Met, laouen on da gemer perzh en abadenn-se. »

Kanañ a raio Youenn Guillanton dirak 30.000 arvester. Leun chouk e vo sur a-walc’h ar Roazhon Park rak match kentañ Yoann Gourcuff e vo evitañ gant dilhad Roazhon. Setu, un tammig ankeniet eo ar c’haner. « Gast ! Ne sellin ket diouzh an dud kement-se e penn kentañ. Emichañs e teuin a-benn da vont betek penn. Spontet-naet e vin rak n’on ket ken kustum. Ret eo gouzout eo berr-tre ar jeu. Ne bado nemet ur vunutenn hanter. Ret e vo lansañ mat ar jeu. Pleustret em eus e-pad 15 deiz kazi. Ret e vo tommañ mat ha kemer louzeier evit ar c’houzoug. »

« Spontet naet e vin rak n’on ket ken kustum », Youenn Guillanton

Ankeniet eo un tammig ar paotr, rak e vo sur mat e-kreiz ar stad ha « e-giz ma vez lavaret : amzer Vreizh, amzer vrein. Da 8e e vo, hag er gleboc’h. » E-unan tout e vo Youenn Guillanton, « hep sonerezh ebet da vont betek penn. Marteze e vin e-kreiz an avel, setu e c’hellfe bezañ start mat. Met, evidon-me eo dreist-holl ur chañs, ur burzhud. Ha, ret eo kemer ar chañs pa dremen, ret eo lampat warni ! »

Ha daoust-hag-eñv en deus graet e choazh etre Roazhon hag An Oriant ? « M’eus ket droad da lavar sañset dre m’emaon o chom amañ. A-hend-all e vin lakaet diaes. Met gwir eo, peurliesañ on kentoc’h kostez Breizh-Izel !« 

Advertisements

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s