Redek evit ar Brezhoneg

Sillages, juin 2012

Enoret e vo Nolwenn Leroy gant Priz Bro Gozh ma Zadoù 2012 d’ar 5 a viz Even e Gwipavaz . Ton a vo graet d’ar ganerez yaouank goude ar berz bet graet gant he fladenn «Bretonne» bet gwerzhet ouzhpenn ur milion skwerenn diouti. Un albom
e lec’h m’he doa dibabet kanañ Kan Broadel Breizh.
« Brud he deus degaset d’ ar c’han. Kavet e vez war he fladenn ha kanet e vez ingal ganti en he sonadegoù » eme Jacques Yves An Touz, kadoriad Poellgor Bro Gozh ma Zadoù.
Pal ar Poelgor eo brudañ «Bro Gozh ma Zadoù». Mil brudet eo ar c’han e Bro Gembre, met kanet e vez e Kernev-Veur ivez ha gant ar Bobl Khasi o chom war torioù an
Himalaya zoken. Warlene e oa bet enoret Alan Stivell gant ar Poellgor. C’hoant en deus bet trugarekaat Nolwenn Leroy ar bloaz mañ ha dont a ray ar ganerez da zegemer he friz e Sal an Avel Genwerzh e Gwipavaz, d’ar 5 a viz Even a zeu.
«N’anavezen ket Poellgor Bro Gozh ma Zadoù a-raok, met intereset on bet gant ar menoz diouzhtu.»eme André Quéffélec, e karg eus ar sevenadur e ti-kêr Gwipavaz. Ken entantet eo paotr ar Bagadoù ken e kaso, sonerien Bagad Plougastell da soniñ e kerz ar nozvezh. Didier Squiban a gemero perzh en abadenn ivez, asambles gant ar ganerez kembreat Lleuwen Steffan, lazioù kanañ Mouezh Paotred Breizh ha Kanerien Sant Karanteg hag Alan Stivell evel just. Eveltañ warlene e resevo Nolwenn Leroy ur priz kizellet e maen-glas gant Ieuan Rees un arzour eus Bro Gembre. «Dibabet hon eus dont da Vro Vrest evit al lid-mañ, dre m’emañ er c’hornad mañ gwrizioù Nolwenn Leroy, bet ganet e Lokournan.»

eme Jacques Yves An Touz.
Ouzhpenn 700 a dud a c’hortozer en abadenn a vo kaset en-dro war an ton bras.
Advertisements

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s